Lunigiana

Lunigiana

Lunigiana (Lunensis Ager e latin) zo ur rannvro istorel italian, e saonenn ar stêr Magra, hiriv rannet etre Liguria ha Toskana, pe resisoc'h, etre proviñs Massa-Carrara ha proviñs La Spezzia.

Luni e oa anv ar gêr-benn, savet gant ar Romaned war lez kleiz aber ar stêr, hag ur porzh war Mor Liguria. Kêr-eskopti e voe, beuzet gant ar mor, ha repu a gavas an annezidi e Sarzana.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search